kalimah.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

tri yann – lorc’hentez kêr is كلمات اغاني

Loading...

e kornôg kerne, an deiz m’he gwelis
e kuzhe an heol war tourioù kêr is
ar varc’hadourien ‘werzhe danvezioù kaer ha rouez
n’oa ket m’hen tou deoc’h bravañ kêr er bed

lidoù a bep seurt ‘aoze ar gêriz
d’o doueed fall, festoù paganiz
ar varc’hadourien ‘werzhe danvezioù kaer ha rouez
n’oa ket m’hen tou deoc’h bravañ kêr er bed

diwall gradlon meur, diwall diouzh dahud!
diwall diouzh da verc’h, diouzh he zroioù hud!
ar gouelioù noz_pad, al levenezioù a rank paouez
goude ar stadoù ‘tеuio an ankoù

o sant gwennole, lez va c’hrouadur!
gouеlioù a ijin ‘vit he flijadur
ha banvezioù bras ‘vit he c’houvidi eus a bep bro
kendalc’het e vo tra ma vin roue!

e_touez an dud a oa koaniañ
ur priñs blev ruz a oa ar bravañ
ken a voe dahud dindan gazelge e karantez
deus ganin dahud eomp da zañsal!

ar bombard diaoulek hag ar binioù kozh
a ren ar c’houplad betek penn an noz
laer an alc’hwezioù diozh kerc’henn da dad! digor an nor!
an dour a redas da veuziñ kêr is
gradlon a zihun ha buan e tec’h
ha war gein e varc’h gantañ zo e verc’h
re bounner e garg, ar marc’h boanie hag ar roue
a lezas e verc’h o sankañ er mor

dahud a zeuas da varivorgan
ar vartoloded a denn dre he c’han
ar roue gradlon, kaset gant e varc’h d’ar menez_hom
a sav daeroù puilh en e zaoulagad

sioul ar mor bremañ, ne chom roud ebet
eus a raed anezhi bravañ kêr ar bed
ar roue gradlon, kaset gant e varc’h d’ar menez_hom
a sav daeroù puilh en e zaoulagad

o sant gwennole, ar gwir ‘oa ganit!
pec’hedour ma’z on, petra ‘brofin did?
sav un abati, roue gradlon meur: landevenneg
ma c’h_llimp pediñ evit da ene

e bae douarnenez, da reverzi bras
pa vez tre ar pell_pell diozh ar raz
sellit mat, tudoù, ha gwelout a rit, e_kreiz ar bae
dismantroù duet loc’hentez kêr is

كلمات أغنية عشوائية

اهم الاغاني لهذا الاسبوع

Loading...