kalimah.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

storlok – gwerz maro jorj jackson كلمات اغاني

Loading...

skrivet gant da zaouarn
lizhiri an heol
merket gant ar skorn
skridoù ar barner

freget ar garantez
strafuilhet an neñv
karrigell an ankou
‘zo ‘tont en dro

[refrain]
ne vo ket ken
e sant kintin
na daeloù, na tan
en da zaoulagad bran

marv eo jorj jackson
te
a sell ouzh an tele
goud a ouzez ‘peus
gwad war da zaouarn

koadig ar glav
war ord armor
dislivet eno
e toull an nor

an dispi mindrailhet
ar vistri a vo drailhet
al lern war ar menez
ma karez a gavfes

[refrain]
ne vo ket ken
e sant kintin
na daeloù, na tan
en da zaoulagad bran

marv eo jorj jackson
te
a sell ouzh an tele
goud a ouzez ‘peus
gwad war da zaouarn

fuzulhio merglet
ne glaskint ket
an durzhunell yaouank
met galloud ar bank

bourc’hizien binvidik
o lazhañ tud ‘vel loened
brein ‘maint o izili
ar vosenn he deus kroget

[refrain]
ne vo ket ken
e sant kintin
na daeloù, na tan
en da zaoulagad bran

marv eo jorj jackson
te
a sell ouzh an tele
goud a ouzez ‘peus
gwad war da zaouarn

كلمات أغنية عشوائية

اهم الاغاني لهذا الاسبوع

Loading...