kalimah.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

les ramoneurs de menhirs – unnek gwezh كلمات اغاني

Loading...

a-benn ar blez e timezin
ha ‘m eus gwall a hiraezh din

[diskan 1]
unnek gwezh ’ oan dimezet
ha unnek gwezh intañv ‘ oan bet
unnek gwezk ‘ oan dimezet
hag atav ’m eus ket maouez ebet

‘ monet da glask dour d’ar feutan
e oa beuzet ma maouez kentañ

[diskan 1]

ha p’ oa arru e tri c’hant livr
che marv un arall a oa div

[diskan 1]

é pasiñ bleud dre ar c’hroer
che marv un arall a oa teir

[diskan 1]

é tonet a bardon penhoet
e oa marv ar bedervet

[diskan 1]

‘ monet d’ar prad da serriñ foenn
che marv un arall a oa pemp

[diskan 1]

àr an hent da logone’ch
’ oa lazh’ un arall a oa c’hwec’h

[diskan 1]

get ur c’horvad soubenn laezh
che marv un arall a oa seizh

[diskan 1]

é lonkiñ un askorn kignez
e oa taget ma eizhvet maouez

[diskan 1]

é redek a-zan ar glav
‘ oa marv un arall a oa nav

[diskan 1]

get re a lagout ha kafe
’ oa marv an dekvet anezhe

[diskan 1]

é toemmet e-tal an tan
e oa marv ma maouez divezhañ

[diskan 1]

[diskan 2]
unnek gwezh ‘ oan dimezet
ha unnek gwezh intañv ‘ oan bet
unnek gwezk ‘ oan dimezet
hag atav ‘ oan intañv bepred

كلمات أغنية عشوائية

اهم الاغاني لهذا الاسبوع

Loading...