kalimah.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

les ramoneurs de menhirs – menez unan (pardon koloreg) كلمات اغاني

Loading...

en deiz all ha me ‘ oa bet e pardon koloreg
me ’m ‘a gwelet ma mestrez war skalier ar vered

ha me mont d’he saludiñ, na ken kaer ’vel ma oa
me a c’houlas diganti ha dimezet e oa

n’on ket c’hoazh ma servijer, n’on ket c’hoazh dimezet
met bout on ur fortun vat d’an heni ma c’hemerfe

me ’m eus er gêr e ti va zad, pevar garr houarnet
ha kezeg er marchosi kapabl d’o c’harreat

met pa oan erru eno me ne welen netra
met ur c’hozh kazh bihan fall ‘ oa ket ‘vit logota

daouwele a oa ivez, un a bep tu d’an tan
ar liñselioù ’ oa warne ‘oant ket deus ar re voan

ar liñselioù ‘ oa warne ‘oant ket deus ar re fin
nozvezh kentañ ‘m ‘a kousket, ‘m ‘a kignet ma daoulin

bremañ me ‘ cheñcho micher, me ‘ yelo da rocker
ha ‘ lakin war ma gweleoù liñselioù lien kaer

كلمات أغنية عشوائية

اهم الاغاني لهذا الاسبوع

Loading...