storlok - ar zorserez كلمات الأغنية
ur barr avel araok ar glav
ar zorserez ‘zo en he sav
ganti dalc’het war he fenn
bag an heol hag ar sklêrijenn
kroget he deus gant ar gousperoù
‘barzh ar wez o tennañ an delioù
ha breman pa selloc’h mat
e ch’elloc’h gwelet dre he lagad
gwelet ar mor, gwelet an douar
gouloù ar bed en un tamm koar
eizh karreg vras dindan an dour
o tougen un iliz hag un tour
holl seurezed an eskopti
e-kreiz kêr emaint o votiñ
an r.p.r. hag ar glapezed
o telc’her ar c’hreion etre o bizied
ar chouanted, bugale doue
e plabenneg emañ o roue
gwerzhañ ‘ra yer war e vicher
ha gwerzhañ ar c’hilhog bep an amzer
gwelet ‘m eus graet hag e rin c’hoazh
bugale malet d’ober toaz
bugale all pa oant re dreut
taolet an tan evit ober keuneud
gwelet ‘m eus graet ur soudard gwenn
n’en doa na lagad na boued-penn
hag e zalc’he en e c’hodelloù
va buhez ‘vel un tamm truilhoù
gwelet ‘m eus graet en un ti-forn
daou c’hant gwirionez en ur c’h-rn
ha va hini-me er penn all
o c’hedal he zro ‘vel ar re all
ha bremañ ma peus c’hoant c’h–rzhin
e beg va biz emañ va ivin
me c’h-llo c’hoaz en un taol krenn
lac’hañ ar gouloù hag ar sklêrijenn
كلمات أغنية عشوائية
- depresión post-mortem - herencia familiar كلمات الأغنية
- braco - horcrux كلمات الأغنية
- lil bam-up - the game كلمات الأغنية
- youaresobad - первое свидание (first date) كلمات الأغنية
- caracol televisión & hernán darío ramírez - bella dama (trap) كلمات الأغنية
- punctual - we could have it all كلمات الأغنية
- dj clay - end (let ’em bleed, volume 1) كلمات الأغنية
- riven - faith! freestyle كلمات الأغنية
- loveme.blok - пробки (traffic jams) كلمات الأغنية
- danidin - דנידין - natati la - נתתי לה كلمات الأغنية