
kaolila - ar sorserez كلمات أغنية
laret din me ‘ta plac’hig
plac’hig a driwec’h vloaz
gant piv e peus te desket
da sorserez gentañ
digant ur skolaer yaouank
peus tost d’eus ti ma zad
en deus desket din an drouk
e_lec’h deskiñ ar vad
en deus desket din an drouk
e_lec’h deskiñ ar vad
hag e gase hon bepnoz
da silaoù ar zabat
me m’eus ur c’houfig balon
er gêr e ti va zad
hag an neb a zigoro
ez eno kalonad
eno ‘zo labousioù
hag a zo maget mad
ha ne ket gant kig gonifl
keneubeut gant kig gad
n’eo ket gant boued ar razed
magan me ar re se
gant goad an inosanted
‘raok ma vin badeet
piv ‘eor bugel er porched
ahont gwisket en gwenn
me ouie mont d’em laeret
d’eus dindan ar vantel
me ‘ie harz d’eus ar beleg
da lar d’an ofern ‘bred
da goñsakri an osti
ma z’eo din permeted
me m’eus ur bernig keuneud
er gêr e penn va zi
lakan va c’hougig balon
en e_reiz da liskiñ
da liskiñ, da liskiñ, da liskiñ
eno ‘zo teir aer viper
o c’horin ur zerpan
evit liskiñ ar bed mañ
perpetuelamant
oh harz’ta prim ‘ta plac’hig
na trawalc’h e peuz graet
seiz lev ahont diouzhit
na ziwan greunenn ‘bet
oh harz’ta prim ‘ta plac’hig
na trawalc’h e peus graet
seiz lev ahont diouzhit
na ziwan greunenn ‘bet
na ziwan greunenn ‘bet
na ziwan greunenn’bet
كلمات أغنية عشوائية
- la rocca - senses كلمات أغنية
- lil tor tor - travis is tranny كلمات أغنية
- lara fabian - que j'étais belle كلمات أغنية
- matheus yurley - tapa na bunda كلمات أغنية
- värttinä - itkin كلمات أغنية
- karsu - diamonds كلمات أغنية
- bardero$ - olvido كلمات أغنية
- pentax_x - the hiding كلمات أغنية
- tonytony & kippie - freestyle friday - sprintsessies كلمات أغنية
- beau diako - flamingo كلمات أغنية